Ur pennad stur evit breizh sukr

Evit blog Breizh Sukr…D’ar 14 vet a viz gwengolo 2016

Mall eo kemm get ar system produadurour :
A c’houdé ar bléadou tri ugent eman bet divizet evit ar beisanted hag dreist holl en o lec’h peseurt labour-douar a ranken gober ‘barzh o zachennou.
Divizet eo bet get ar Stat bro C’hall ha heuliet a-dost get ar melestradurezh labour douar penaos ez oa red d’ar beisanted produan evit ezporzhan.
Daet eo devout neuze, ar pennreolenn Brasaat evit bevan an hini pennan…. Hep arsav, bepred brasaat evit dreistvevan d’an achimant !!
Daet eo devout   ledanan ha brasaat ment an tiez feurm ar c’hentan pal, rekis adreist pep tra evit donet da benn …
Enkadenn ar gounidegezh-douar ar prantad a-vreman a zo un disoc’h hag a gas reuz ha distrujerezh é-kenver an dud, an en-dro, buhez war ar maezou…

-Tu mat ha splet ar gounidigezh bio :
An taol man, emant ar beisanted hag a ziviz peseurt micher, peseurt statud, peseurt paliou e vennant kaout !!
Setu aze, d’am sonj,  ar fed pouezusan da venegan : Ne c’hallant ket ar beisanted bout kaset dre penn o fri evit gober dre griv er perzh ne gredant ket !! Get o livé deskadurezh, gellout a rant ivez sonjal dre o unan ar talvoudigezh e faot dezho roan d’o gouiet-gober…
Evit an beisanted hag a glask bout emrenn barzh o micher eman al labour douar bio  deraou ar frankiz. Adgounit ar frankiz setu ar pal pennan, ar pennabeg.

-Penngarten ar gounidigezh c’hlas :
Ur ger : al liesseurted. Liesseurted ar stuzou, an eostou, ar spesadou,…. liesseurted ar gwerzhlec’hiou…. rak sav a zo ha sav kalz brasoc’h  a vo war ar boued bio. kresk ar produiou bio a dizh 15 % bep ploaz !!

-Splet bras krouin un hentad Sukr bio é Breizh :
Marc’had é tonnaj ar sukr bio é bro c’hall a dizh 45 000 tonenn.Hag hini ar sukr bio é Europa 150 000 tonenn. Enbroet a vez sukr ha galz a vroiou : Paraguay, Brésil, India, Asia…ha kalz ré rall…
Kresk bloaz a dizh 15 beteg 20 % ! Bout  a zo ur menoz a-bouez kenan hag a renk bout troet é oberou fetis : un ekonomiezh poellek a rank hep tamm douetans erbet, grons, gwarantan pouvéadur an ezhommou boued diazez ha bout LEC’HEL. Dreist peb tra é kenver an ezhommou boued.
Diwar ar mell dru ha duard eztaolet  eus ar prosess : an triakl e vez dastumet un danvez dispar, e vez graet anezhi goell evit obériantizou ar baraerezh.
Treuzfeurmerezh ar betravez sukr  a zo penn kentan é-leizh a hentadou é kenver ar bouederezh, ar gimiezh rakbevoniel, dibab molekulennou….

-Hadet eo bet betravez sukr é Breizh é 2016.
Hadet,eo bet 7 hectarad betravez sukr é meur a gornad evit diorrenn an teknikou c’hwennerezh peogwir emant ar fall louzaou ar diaesmant brasan pa ne vennant ket implij louzaou kimik. Jaojabl kenan an disorc’hou hag ar parkadou a ziskouez bout brav. Ar pal rall é kenver an aséou kaset da benn a zo da ziskouezan splet teknikou modern tre ha da skouer : bleinian ur c’hwennerez dre zaou sentimetrad tostedigezh doc’h ar steudad hadet !!
Pe dre GPS !! Kredin a ran, ma gaso al labour douar termenet el hini an tachad bio, war dachenn an armerzh padus, an ekologiezh da zizoloan kalz a nevezadennou.

– Deraou  an arnodennou evit gwaskan betravez ha produin suk a-dal miz Héré é Pondi !
Kroget e vo da dennan chug hag ar betravez hervez un teknologiezh dibar, da laret eo dre skignan tredan war boueden ar betravez é pad un herrad kant gwec’h berroc’h evit un eilen !!  Pal en teknik se a raio tu d’espern an hanter hag hollad energiezh implijet barzh ar pikol staliou sukrerezh kavet barzh    plaenennou norzh bro c’hall.

-Diorren an armerzh a renk derc’hel kont hag ar sevenadur, an hengoun, istor ar poblou…
Mantrus eo gwelet da welet penaos peisanted Breizh a zo gwasket, dispriziet, troet da sklaved …krog a ra un emskiant nevez da gellidan barzh o fennou evit kemm urzh ar bed ha kuitaat an aozaduriou micherel a ev o goad.
Barzh tregont vle ar labour douar bio a daet da an Norm. Red e vo gounit ar gelloud da zivizout ha da levezonan  dazont Breizh.

 

Bernard Cano/0642049867